• KAN AR BOBL 2011 : A-hed an deiz

    A-hed an deiz  Ar sonenn sonet get ar vugale d'ar sadorn 26 a viz Meurzh


     


    Pa oan bihan tout
     

    Ne gleven ger erbet 

    Ne gleven ger erbet 

    E brezhoneg.

     

    Kresket am eus 

    Get ma c’herent 

    Get ma c’herent 

    E galleg !

      

    Ha bremañ on bras 

    On skoliatet 

    A-barzh un hentenn 

    Divyezhek 

    Ha komz a ran 

    A-hed an deiz 

    A-hed an deiz, A-hed an deiz 

    E brezhoneg!

      

    Ha c’hoant am eus, lalalalalalala 

    Ho trugarekaat, trugarez 

    Koutant bras on, a-barzh an hentenn 

    Evit komz brezhoneg, get ma mignoned 

    A-hed an deiz, A-hed an deiz

     

     2

     Demat” a laran 

    E brezhoneg 

    C’hoari a ran ivez 

    E brezhoneg 

    Chuchumuchuiñ a ran 

    E brezhoneg 

    Evit kaout plijadur 

    Get ma mignoned 


    Skrivañ a ran brav 

    E brezhoneg 

    Ha fachañ a ran 

    E brezhoneg 

    Ha sioul on ivez 

    Get ma mignoned 

    A-hed an deiz, a-hed an deiz

     E-brezhoneg

     

     

    Ha c’hoant am eus, lalalalalalala 

    Ho trugarekaat, trugarez 

    Koutant bras on, a-barzh an hentenn 

    Evit komz brezhoneg, get ma mignoned 

    A-hed an deiz, A-hed an deiz


     

    3

    Ha ni ‘zo evel 

    Bugale arall 

    An diforc’h etrezomp

     Eo ar yezh implijet

     Ni, a-barzh ar skol 

    E komzomp brezhoneg 

    E komzomp brezhoneg 

    A-hed an deiz

      

    Labourat a reomp

     E brezhoneg

     Fazhiañ a reomp

     E brezhoneg

     Studial a reomp

     E brezhoneg

     Flapañ a reomp

     E brezhoneg

      

    Ha c’hoant am eus, lalalalalalala 

    Ho trugarekaat, trugarez 

    Koutant bras on, a-barzh an hentenn 

    Evit komz brezhoneg, get ma mignoned 

    A-hed an deiz, A-hed an deiz

     

      4

     Soñjal, komz  ha c’hoari

     Skrivañ, dibunañ ha lenn

     Tresañ, dañsal ha redek

     Bale, heuliañ ha mont

     Hunvreal, ijinañ

     Choejañ un hent a cheñcho

     Un dazont dishañval

     A zo etre hon daouarn

       

    Ha deomp-ni bremañ  

    Da gemer perzh

    Evit komz brezhoneg

    E-pad pell amzer

     

    Ha c’hoant am eus, lalalalalalala 

    Ho trugarekaat, trugarez 

    Ur bugel gwir , On get ar yezh 

    Mem’ mar n’eo ket hini ma c’herent 

      Ha c’hoant am eus, lalalalalalala

     E kendelc’ho, Bugale arall

     A-hed an noz, A-hed an deiz

     A-hed ar vlez, A-Hed ar vuhez !!!!

      

    Skrivet get Blandine Jamier, miz genver 2011

     



    « ARVEST NEDELEG 2010 / Arbre de Noël 2010KAN AR BOBL 2011 »

  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :